An Notitia Dignitatum zo un dastumad eus ar c'hargoù ofisiel en Impalaeriezh roman, en he div lodenn, en arme koulz hag er gevredigezh, savet gant un den dizanv er Vvet kantved. Hennezh eo ar skrid a zo diazez an anaoudegezh eus an arme roman war-dro dibenn an Impalaeriezh.
Unan eus an nebeudig dielloù a chom diwar-lerc'h ar gouarnamant roman eo. Deskrivañ a ra penaos e oa aozet melestradurezh an impalaeriezhioù roman, hini ar C'hornôg evel hini ar Reter, ha reiñ a ra ur roll eus miliadoù ag ofisoù, eus lez an impalaer betek live ar proviñsoù. Peurliesañ e soñjer e klot gant ar pezh a oa er bloavezhioù 420 evit Impalaeriezh roman ar C'hornôg, hag er bloavezhioù 400 evit Impalaeriezh roman ar Reter. Koulskoude ne c'haller reiñ deiziad asur ebet, rak meur a gudenn a sav ha mankoù zo.
Un nebeud eilennoù eus ar XVvet hag eus ar XVIvet kantvedoù zo, ouzhpenn un eilenn skeudennaouet a voe graet e 1542. Kement eilenn anavezet eus an diell-mañ, a voe savet e diwezh an Impalaeriezh roman en un doare eeun pe zieeun, a zeu eus Codex Spirensis levraoueg kuzul-chalonied Iliz-veur Speyer e 1542 ; kollet e voe ar skrid orin-se kent 1672 ha n'eo ket bet adkavet.
Ennañ e kaved un dastummad dielloù prizius, an Notitia o vezañ an hini diwezhañ ha brasañ anezhe gant 164 fajenn, a oa unan en o zouez eus an IXvet kantved.
An ardamezioù a skeudennaou dornskrid an Notitiae a vefe eilennoù eus re Codex Spirensis kollet. An eilenn bouezusañ anezhañ a voe savet evit Pietro Donato e 1436, ha skeudennaouet gant Peronet Lamy.
Evit pep hanterenn eus an impalaeriezh e tibun an Notitia an holl 'uhelgargoù' (da lâret eo ofisoù), alies gant al lec'h m'edont ha zoken o officium resis (an implijidi war-bouez ar re izelañ).
Listenniñ a ra :